Pensées indociles – Ronan Le Coadic

Brezhoneg Goueloù

Brezhoneg Goueloù - hag a vez komzet dre vras etre Pempoull ha Gwengamp - eo moarvat ar rannyezh anavezet an nebeutan eus ar brezhoneg.

Brezhoneg Goueloù, An Alarc’h Embannadurioù, 2010 (150 pages, en breton).

Brezhoneg Goueloù – hag a vez komzet dre vras etre Pempoull ha Gwengamp – eo moarvat ar rannyezh anavezet an nebeutan eus ar brezhoneg. Alies ne vez ket kemeret e kont, ‘zo kaeroc’h, ha lakaet e vez da heul hini Treger. Mard eo gwir en deus kalz a berzhio boutin gant hemañ en deus kalz a berzhioù all dioutañ e-unan ivez : e daol-mouezh da gentañ penn, e c’herioù, e droioù yezhadur… Perzhioù en deus ivez hag a vez adkavet, pe e Kernev-uhel, pe e Bro-Wened, pe c’hoazh e brezhoneg Bro-Naoned. Hag evit gwir eo un darn eus « brezhoneg ar reter » a veze komzet e Breizh-Uhel gwechall.

Ronan Koadig, kelenner e skol-veur Roazhon 2, a ginnig dimp amañ an doare brezhonek, adwelet ha kresket, eus ur studiadenn en devoa kaset war-raok e penn kentañ er bloavezhioù 1980.