Pensées indociles – Ronan Le Coadic

Anjela Duval – Oberenn glok

Anjela Duval – Oberenn glok

Anjela Duval – Oberenn glok, Mignoned Anjela, 2000 (1286 pajenn)

Oberenn glok Anjela Duval eo an oberenn glok gentañ o vezañ bet embannet e brezhoneg.

Holl skridoù Anjela Duval zo bet bodet el levr-mañ ; betek-henn e oant strewet e pevarzek levr, kant kelaouenn hag ur bern dornskridoù diembann. Ouzhpenn-se e kaver el levr muioc’h eget daou c’hant luc’hskeudenn, ugent pennad-studi skrivet gant mignoned hag ispisialourien ar varzhez, troidigezhioù e yezhoù all, notennoù displegañ, daou veneger, ul levrlennadur, hag all. Kement-se o sevel da 1 288 pajennad testenn ha 48 pajennad fotoioù.

E 1999 eo bet embannet an Oberenn glok evit ar wech kentañ ha degemeret mat eo bet, ken-ha-ken, gant an holl skridvarnourien. Priz “brezhoneger ar bloavezh 2000” zo bet roet da gevredigezh Mignoned Anjela evit al levr-se gant strollad-barn an abadenn skinwel Du-mañ du-se. Ha dreist-holl o deus “lammet” al lennerien war al levr, ken eo bet diviet en un nebeud mizioù. Adembannet eo bet e 2005 (bloavezh kantvet deiz-ha-bloaz ganedigezh ar varzhez) ha diviet a-nevez.