Pensées indociles – Ronan Le Coadic

Levrioù

Brezhoneg Goueloù - hag a vez komzet dre vras etre Pempoull ha Gwengamp - eo moarvat ar rannyezh anavezet an nebeutan eus ar brezhoneg.

Brezhoneg Goueloù

Setu adembannadur, e brezhoneg penn-da-benn, ur studiadenn bet graet e galleg diwar-benn brezhoneg Goueloù : ur rannyezh nebeut anavezet, a vez komzet e kornbro Pempoull, lod eus ar pezh a zo bet anvet « brezhoneg ar Reter » gant ar yezhourien. Ur studiadenn savet evit gwareziñ glad yezhel Breizh.

Brezhoneg Goueloù Read Post »

Anjela Duval – Oberenn glok

Anjela Duval – Oberenn glok

Kentañ oberenn glok ur skrivagner brezhoneger da vezañ embannet. Bodañ a ra al levr holl skridoù Anjela Duval, daou c’hant luc’hskeudenn, ugent pennad fonnus, un tregont bennak a droidigezh e yezhoù estren, ha kemend-all zo tout. En holl ez eus 1286 pajennad testenn ha 48 pajennad luc’hskeudennoù.

Anjela Duval – Oberenn glok Read Post »