Pensées indociles – Ronan Le Coadic

Pennadoù

Anjela Duval hiziv
Pennadoù

Anjela Duval hiziv (2000)

Labourerez-douar ha barzhez veur al lennegezh vrezhonek, Anjela Duval a eztaole mennozhioù rakweler en ur yezh eus ar re gaerañ. Ekologiezh, speredelezh, ha breizhadelezh : stourmet he deus war bep tachenn. Deuet da vezañ brudet e 1971, gouestlet he deus he buhez d’he bro d’he yezh ha d’he frankiz, betek an diviañs.

Anjela Duval hiziv (2000) Gouzout muioc'h

Boked ruz Breizh izel. Geneliezh ur vro gomunour
Pennadoù

Boked ruz Breizh izel. Geneliezh ur vro gomunour (1992)

Gounezet he deus ar gomunouriezh kalonoù peizanted Kerne-Uhel ha Treger a bell zo. Souezhus eo pa ouzer pegen allergek e vez peurvuiañ al labourerien-douar ouzh ar gomunouriezh. Hag ouzhpenn-se o deus maezioù Breizh ar brud da vezañ mirour ken-ha-ken.

Neuze, perak ? Perak, penaos hag abaoe pedavare eo bet gwriziennet an tu kleiz pellañ e kreiz Breizh ? Sed aze ar pezh a glask Ronan ar C’hoadig kompren amañ. Keñveriañ a ra ar gomunouriezh en hor c’horn-bro ouzh ur boked ruz. Klask a ra e wrizioù istorel pellañ ha diskouez a ra ivez penaos eo goeñvet. El lodenn gentañ e tiskouez an aozer penaos tri c’hantved a emgann etre ar beizanted hag an noblañs hag an iliz o deus prientet an dachenn. Neuze e komz eus roll an « haderien mennozhioù » o deus beajet dre ar vro e-pad dekvloaziadoù. Erfin, en un trede lodenn, e klask displegañ petra en deus roet tro d’ar « boked ruz » da vleuniañ ha petra a laka anezhañ da sec’hañ hiziv an deiz.

Boked ruz Breizh izel. Geneliezh ur vro gomunour (1992) Gouzout muioc'h