Pensées indociles – Ronan Le Coadic

Brezhoneg

Brezhoneg Goueloù - hag a vez komzet dre vras etre Pempoull ha Gwengamp - eo moarvat ar rannyezh anavezet an nebeutan eus ar brezhoneg. - Ronan Le Coadic
Levrioù

Brezhoneg Goueloù (2010)

Setu adembannadur, e brezhoneg penn-da-benn, ur studiadenn bet graet e galleg diwar-benn brezhoneg Goueloù : ur rannyezh nebeut anavezet, a vez komzet e kornbro Pempoull, lod eus ar pezh a zo bet anvet « brezhoneg ar Reter » gant ar yezhourien. Ur studiadenn savet evit gwareziñ glad yezhel Breizh.

Brezhoneg Goueloù (2010) Gouzout muioc'h

Anjela Duval hiziv
Pennadoù

Anjela Duval hiziv (2000)

Labourerez-douar ha barzhez veur al lennegezh vrezhonek, Anjela Duval a eztaole mennozhioù rakweler en ur yezh eus ar re gaerañ. Ekologiezh, speredelezh, ha breizhadelezh : stourmet he deus war bep tachenn. Deuet da vezañ brudet e 1971, gouestlet he deus he buhez d’he bro d’he yezh ha d’he frankiz, betek an diviañs.

Anjela Duval hiziv (2000) Gouzout muioc'h