Pennadoù

Boked ruz Breizh izel. Geneliezh ur vro gomunour (1992)

Gounezet he deus ar gomunouriezh kalonoù peizanted Kerne-Uhel ha Treger a bell zo. Souezhus eo pa ouzer pegen allergek e vez peurvuiañ al labourerien-douar ouzh ar gomunouriezh. Hag ouzhpenn-se o deus maezioù Breizh ar brud da vezañ mirour ken-ha-ken.

Neuze, perak ? Perak, penaos hag abaoe pedavare eo bet gwriziennet an tu kleiz pellañ e kreiz Breizh ? Sed aze ar pezh a glask Ronan ar C’hoadig kompren amañ. Keñveriañ a ra ar gomunouriezh en hor c’horn-bro ouzh ur boked ruz. Klask a ra e wrizioù istorel pellañ ha diskouez a ra ivez penaos eo goeñvet. El lodenn gentañ e tiskouez an aozer penaos tri c’hantved a emgann etre ar beizanted hag an noblañs hag an iliz o deus prientet an dachenn. Neuze e komz eus roll an « haderien mennozhioù » o deus beajet dre ar vro e-pad dekvloaziadoù. Erfin, en un trede lodenn, e klask displegañ petra en deus roet tro d’ar « boked ruz » da vleuniañ ha petra a laka anezhañ da sec’hañ hiziv an deiz.

Boked ruz Breizh izel. Geneliezh ur vro gomunour (1992) Gouzout muioc'h